da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.
Lartaet int hag e lugernont. Aet int dreist oberoù ar re zrouk, ne zifennont ket ar gwir, gwir an emzivad, hag e reont berzh. Ne lakaont ket da dalvezout gwirioù ar beorien.
na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intañvez, na skuilhit ket el lec'h-mañ ar gwad didamall, n'it ket war-lerc'h an doueoù all evit ho tistruj,
degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.
Pobl ar vro o deus en em roet d'ar gwaskerezh, graet o deus laeroñsi, mac'het o deus ar glac'haret hag ar paour, gwasket o deus an diavaeziad a-enep pep reizhder.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.