Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 7:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Evel-henn e komze AOTROU an armeoù o lavarout: Barnit gant reizhder gwirion, bezit trugarezus ha truezus pep hini e-keñver e vreur,

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 7:9
30 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.


ha n'o deus ket va benniget e lounezhi, ha n'en deus ket en em dommet gant kreoñ va oaned,


Ar reuzeudig en deus gwir da druez e vignon, zoken pa en defe dilezet doujañs an Holl-C'halloudeg.


Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.


evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mañ.


Met setu amañ ar pezh am eus gourc'hemennet ha lavaret dezho: Selaouit ouzh va mouezh hag e vin ho Toue hag e viot va fobl, kerzhit war an holl hentoù a c'hourc'hemennan deoc'h, evit ma'z aio mat an traoù ganeoc'h.


Adreizhit, ya adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, grit ar reizhder an eil e-keñver egile,


na brest ket gant kampi, na gemer ket en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, a zistro e zorn diouzh an direizhder, a varn gant wirionez etre un den hag unan all,


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.


Te eta, distro da'z Toue, mir an drugarez hag ar reizhder, esper dalc'hmat ez Toue.


Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.


Met ra redo ar varnedigezh evel dour, hag ar reizhder evel ur froud diheskus.


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


Ha n'eo ket ar c'homzoù en deus lavaret an AOTROU dre ar brofeded kentañ, pa oa tud e Jeruzalem ha pa oa sioul, hi hag he c'hêrioù en-dro dezhi, ha pa oa tud o chom er c'hreisteiz hag er blaenenn?


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Zakaria o lavarout:


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Met gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder.


Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?


Pa weli e vo kollet ejen da vreur pe e zañvad, n'en em zistroi ket dioutañ, ne vanki ket d'e zegas da'z preur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos