Adlezenn 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 An emglev adnevezet 1 Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb. 2 Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU dirak ho taoulagad e bro Ejipt, da Faraon, d'e holl servijerien ha d'e holl vro, 3 an amprouennoù bras en deus gwelet da zaoulagad, ar sinoù hag ar burzhudoù bras. 4 Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv. 5 Da renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec'h, da zilhad ne voent ket uzet warnout ha da votoù ne voent ket uzet war da dreid, 6 n'hoc'h eus ket debret bara, n'hoc'h eus ket evet gwin nag evajoù kreñv, evel-se hoc'h eus anavezet penaos on me an AOTROU ho Toue. 7 Deuet oc'h el lec'h-mañ; Sihon roue Hesbon hag Og roue Basan a zeuas a-ziarbenn deomp evit stourm ouzhimp, hag hon eus pilet anezho. 8 Kemeret hon eus o bro hag he roet hon eus da hêrezh d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase. 9 Mirout a reot komzoù an emglev-mañ hag e reot diouto, evit ober berzh e kement a reot. 10 En em gavit holl hiziv dirak an AOTROU ho Toue, pennoù ho meuriadoù, hoc'h henaourien, hoc'h ofiserien, holl wazed Israel, 11 ho pugale, ho kwragez, da ziavaeziad a zo e-barzh da gamp, adalek da faouter koad betek da denner dour, 12 evit mont e-barzh emglev an AOTROU da Zoue, a ra gant le an AOTROU da Zoue ganit hiziv, 13 a-benn lakaat ac'hanout hiziv evel e bobl, hag eñ a vo da Zoue, evel m'en deus lavaret dit hag evel m'en deus touet da'z tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob. 14 N'eo ket ganeoc'h hepken e ran an emglev-mañ gant le, 15 met gant an hini en em ziskouez amañ ganeomp hiziv dirak an AOTROU hon Doue, ha gant an hini n'emañ ket amañ ganeomp hiziv. 16 C'hwi a oar penaos ez omp bet o chom e bro Ejipt ha penaos hon eus tremenet dre ar broadoù hoc'h eus treuzet. 17 Gwelet hoc'h eus o zraoù euzhus hag o doueoù, koad, maen, arc'hant, aour, a zo en o zouez. 18 Ra ne vo ket en ho touez na den, na gwreg, na tiegezh, na meuriad, a zistrofe e galon hiziv diouzh an AOTROU hon Doue evit mont da servijañ doueoù ar broadoù-se. Ra ne vo en ho touez gwrizienn ebet da reiñ ampoezon pe huelenn-c'hwerv. 19 An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoù va c'halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec'hed, 20 an AOTROU ne fello ket dezhañ pardoniñ d'an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ a bouezo warnañ, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neñvoù. 21 An AOTROU a zispartio anezhañ diouzh holl veuriadoù Israel evit e walleur, hervez an holl vallozhioù skrivet e levr al lezenn-mañ. 22 Ar rummoù da zont, ho mibien a savo war ho lerc'h hag an diavaeziad a zeuio eus ur vro bell, a welo goulioù ar vro-mañ, ar c'hleñvedoù en devo an AOTROU kaset enni, 23 soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor, 24 hag an holl bobloù a lavaro: Perak en deus an AOTROU graet evel-se d'ar vro-mañ? Perak taerded ar fulor bras-se? 25 Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoù, en doa graet ganto p'en deus tennet anezho eus bro Ejipt, 26 ha ma'z int aet da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, doueoù n'anavezent ket ha n'en doa ket roet dezho da lodennañ. 27 Kounnar an AOTROU a zo en em danet a-enep ar vro-mañ, evit lakaat da zont warni an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ. 28 An AOTROU en deus tennet anezho eus o douar, gant kounnar, fulor ha brouez bras, hag en deus o zaolet en ur vro all, evel ma weler hiziv. 29 An traoù kuzhet a zo d'an AOTROU hon Doue, met an traoù diskuliet a zo deomp ha d'hor mibien da viken, evit ma raimp diouzh holl gomzoù al lezenn-mañ. |