hag em eus lavaret dezho: Ra vo taolet kuit gant pep hini ac'hanoc'h an traoù euzhus a zo dirak e zaoulagad, n'en em saotrit ket gant idoloù an Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.
hag e tostai ouzh mibien Ammon, met na stourm ket a-enep dezho ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus bro mibien Ammon dit en hêrezh; roet em eus anezhi da vibien Lot da hêrezh.
Savit, kit ha treuzit froud Arnon. Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Sihon, roue Hesbon, an Amorean, gant e vro. Krog da berc'hennañ, gra ar brezel outañ.
An AOTROU a lavaras din: Na stourm ket a-enep ar Voabiz ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus o bro dit en hêrezh; roet em eus da vibien Lot Ar da hêrezh.