Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 32:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 32:33
17 Referencias Cruzadas  

a gelenn ac'hanomp gwelloc'h eget loened an douar, hol laka da vezañ furoc'h eget laboused an neñvoù?


Hag e stlabezin anezho dirak an enebour evel gant avel ar sav-heol, hag e troin kein dezho, ne sellin ket outo da zeiz o glac'har.


a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!


evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet,


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Kae ha lavar da dud Juda ha da dud Jeruzalem: Ha ne zegemerot ket ar gentel, evit sentiñ ouzh va c'homzoù? eme an AOTROU.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!


Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.


Neuze e lavari dezho: Amañ emañ ar vroad na selaou ket mouezh an AOTROU he Doue ha na zegemer ket ar gelennadurezh. Ar wirionez a zo aet da goll, lamet eo diouzh o genoù.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus va ankounac'haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c'hastaouerezh.


Hag e tegasas ac'hanon da leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, ha setu, e digor templ an AOTROU, etre ar porched hag an aoter, e oa war-dro pemp den warn-ugent o treiñ o c'hein da dempl an AOTROU, o dremm etrezek ar sav-heol, o stouiñ dirak an heol etrezek ar sav-heol.


Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet.


Met ne fellas ket dezho selaou, tennet o deus o skoaz a-dreñv, ha pounneraet o deus o divskouarn evit chom hep klevout.


Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos