Jeremiaz 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket. |
Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.
Ra vo lakaet da zont er-maez ar bobl dall hag o deus daoulagad, ar re vouzar hag o deus divskouarn.
N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren.
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Lavaret em eus: N'eo nemet ar re-vihan en em ziskouez diskiant, rak n'anavezont ket hent an AOTROU.
Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.
Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,
Ar c'hwibon zoken, en oabl, a oar hec'h amzerioù, an durzhunell, ar wennili hag ar c'haran a zouj amzer o donedigezh, met va fobl n'anavez ket barnedigezh an AOTROU.
Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.
Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.
Met ne fellas ket dezho selaou, tennet o deus o skoaz a-dreñv, ha pounneraet o deus o divskouarn evit chom hep klevout.
evit o welout e welont ha n’anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec’hedoù.
O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n’hoc’h eus ket a soñj?
Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.
pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mañ ha lavar: C’hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C’hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c’halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n’o deus digarez ebet,
hervez ma’z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket.
Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.
Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n'eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c'hraet ha da startaet?