Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c’halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n’o deus digarez ebet,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Rag ar perfectionou invisibl a Zoue, he c’halloud eternel hag he zivinite, a veler ker sclear ha gant an daou‐lagad, abaoe ma’z eo bet crouet ar bed, pa zeller outhe dre he oberou, en hevelep doare ma’z int heb escuz;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:20
37 Referencias Cruzadas  

Er penn-kentañ e krouas Doue an neñvoù hag an douar.


Abraham a blantas un damarisklenn e Beer-Sheba hag a c'halvas eno anv an AOTROU, an Doue peurbadus.


Goulenn eta digant al loened, da gelenn a raint, digant laboused an neñv, disklêriañ a raint dit;


Ra bado gloar an AOTROU da viken! Ra laouenaio an AOTROU en e oberennoù!


Lakaet en deus an douar war e ziazezoù, divrall eo da viken.


Da wirionez a bad a oad da oad. Diazezet ec'h eus an douar, hag e chom start.


Te ac'h eus stummet va lounezhi, ha doareet ac'hanon e kof va mamm.


Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded an enebour hag an hini disentus.


A-raok d'ar menezioù bezañ ganet, ha d'an douar ha d'ar bed bezañ krouet, a-viskoazh ha da viken ez out-te Doue.


Fiziit da virviken en AOTROU, rak en Aotrou AOTROU eo roc'h ar c'hantvedoù.


Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.


Eñ en deus graet an douar dre e c'halloud, eñ en deus diazezet ar bed dre e furnez, eñ en deus astennet an neñvoù dre e skiant.


evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.


Met e penn-kentañ ar grouadelezh, Doue a reas anezho gwaz ha plac’h.


Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.


Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.


O vezañ eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediñ ez eo an doueelezh heñvel ouzh aour pe ouzh arc’hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den.


Tud breudeur ha tadoù, selaouit bremañ ar pezh am eus da lavarout deoc’h evit va difenn.


rak ar pezh a c’heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho.


met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,


Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.


diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c’halonoù, o c’houstiañs a ro testeni dezho hag o soñjoù en em damall pe en em zigarez etrezo,


Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?


Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!


gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neñv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neñv, na vefes bountet da stouiñ dirazo ha da servijañ an traoù-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d'an holl bobloù a zo dindan an neñvoù.


Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c’hentañ-ganet eus an holl grouadelezh.


Rak ennañ e chom holl leunder an Doueelezh en e gorf,


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.


Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc’hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos