Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Sant Marc 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8 Pevar mil den maget gant Jezuz (Eil kreskadur ar bara)

1 En deizioù-se e oa gant Jezuz un niver bras a dud hag, evel n’o doa netra da zebriñ, e c’halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:

2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ.

3 Ha mar kasan anezho war yun d’o ziez, o nerzh a vanko dezho en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.

4 E ziskibien a respontas dezhañ: Penaos e c’hellfemp kavout bara a-walc’h da bredañ anezho en ul lec’h distro?

5 Eñ a c’houlennas outo: Pet bara hoc’h eus? Hag int a lavaras: Seizh.

6 Neuze e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien evit m’o lodennjent. Hag o lodennjont d’ar bobl.

7 Bez’ e oa ivez peskedigoù hag, o vezañ o benniget, e c’hourc’hemennas o reiñ ivez dezho.

8 Debriñ a rejont hag o doe a-walc’h, hag e tegasjont seizh panerad eus an tammoù a oa manet.

9 Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil. Goude-se o c’hasas en o hent.


Goell ar farizianed

10 O vont kerkent er vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.

11 Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhañ, o c’houlenn digantañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.

12 O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c’houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d’ar rummad-mañ.

13 Hag, o vezañ o c’huitaet, ez eas adarre er vag hag e tremenas en tu all.

14 Ankounac’haet o doa kemer bara ganto, ha n’o doa nemet ur bara er vag ganto.

15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez.

16 Int a soñjas etrezo hag a lavaras: Abalamour n’hon eus ket a vara eo.

17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n’hoc’h eus ket kemeret a vara? Bez’ oc’h c’hoazh hep skiant c’hoazh ha ne gomprenit ket? Bepred eo kaletaet ho kalon?

18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n’hoc’h eus ket a soñj?

19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc’h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.

20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras: Seizh.

21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket c’hoazh?


Jezuz a yac’ha un den dall e Betsaida

22 O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ.

23 Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc’h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c’houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak.

24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud evel gwez o kerzhout.

25 Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac’haet e voe hag e wele holl fraezh mat.

26 Hag e kasas anezhañ d’e di, o lavarout: N’a ket er bourc’h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc’h.


Disklêriadenn Bêr

27 Jezuz a yeas gant e ziskibien e bourc’hioù Kezarea-Filip. War an hent, e c’houlennatas e ziskibien hag e lavaras: Piv a lavar an dud ez on?

28 Respont a rejont: Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan eus ar brofeded.

29 Eñ a lavaras dezho: Ha c’hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C’hrist.

30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.


Jezuz a ziougan e varv

31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.

32 Hag e lavare ar c’homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren.

33 Met eñ, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c’hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.


Heuliañ Jezuz

34 O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.

35 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel he saveteo.

36 Rak petra a dalvfe d’un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?

37 Petra a rofe an den e trok ouzh e ene?

38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos