Jeremiaz 32:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.
Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.
en abeg d'ar pec'hedoù en doa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.
Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,
An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.
Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.
Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.
Da holl amourouzien o deus da ankounac'haet, n'int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec'hedoù.
Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma'z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.
Savet o deus uhellec'hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket soñjet ennañ.
penaos o deus graet avoultrerez hag ez eus gwad war o daouarn; ya, graet o deus avoultrerez gant o idoloù, ha zoken lakaet o deus o mibien da dremen dre an tan, ar re o doa ganet din, evit o debriñ.
Douget hoc’h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc’h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac’hanoc’h en tu all da Vabilon.
Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.
he fried kentañ, an hini en deus he c'haset kuit, ne c'hello ken hec'h adkemer evit e wreg, goude ma vo bet saotret, rak un euzhusted e vefe dirak an AOTROU, ha ne lakaio ket da bec'hiñ ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh.