Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Met chom a reas stag ouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 3:3
20 Referencias Cruzadas  

Koulskoude Jeroboam ne zistroas ket diouzh e hent fall, met a-nevez e lakaas da aberzhourien evit an uhellec'hioù tud a-douez an holl bobl. Lakaat a rae da aberzhour eus an uhellec'hioù an hini a felle dezhañ.


Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, enno e kerzhas.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas war-lerc'h pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.


Koulskoude ne zistrojont ket diouzh pec'hedoù ti Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, hag e kerzhjont enno, hag e chomas zoken an Ashera e Samaria,


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ne zistroas ket, e-pad e holl zeizioù, diouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoù, ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.


Mibien Israel o doa kerzhet en holl bec'hedoù en doa graet Jeroboam, ha n'o doa ket distroet diouto,


betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.


Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos