Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Mesha roue Moab en doa tropelloù, hag e paee da roue Israel ur gwir a gant mil oan ha kant mil tourz gant o gloan.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 3:4
11 Referencias Cruzadas  

Abram a oa gwall binvidik e tropelloù, en arc'hant hag en aour.


Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.


Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.


An AOTROU a vennigas amzer diwezhañ Job muioc'h eget e amzer gentañ. Hag e perc'hennas pevarzek mil dañvad, c'hwec'h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.


Doue en deus komzet en e santual, hag e laouenain. Lodennañ a rin Sichem, hag e vuzuilhin traonienn Sukkod,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos