en abeg d'ar pec'hedoù en doa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.
Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?