Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.
Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.
Bountet dre o c'huzulioù, ez eas zoken gant Joram mab Akab, roue Israel, d'ar brezel da Ramod-Galaad a-enep Hazael roue Siria. Hag ar Siriz a skoas war Joram.