Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 18:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 18:21
30 Referencias Cruzadas  

Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.


Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.


Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


re Ava a reas Nibkaz, ha re Sefarvaim a lakae o mibien da dremen dre an tan en enor da Adrammelek hag Anammelek, doueoù Sefarvaim.


Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Saotrañ a reas Tofed e traonienn mab Hinnon, evit na lakaje den da dremen e vab pe e verc'h dre an tan evit Molok.


Lakaat a reas ezañs da vogediñ e traonienn mab Hinnon, hag e lakaas e vibien da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


savet o deus uhellec'hioù da Vaal evit deviñ dre an tan o mibien e loskaberzhoù da Vaal, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, na lavaret, ha na oa ket em soñj,


Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.


Savet o deus uhellec'hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket soñjet ennañ.


O saotret em eus en o frofoù, pa lakaent da dremen dre an tan o holl re gentañ-ganet, evit o gwastañ hag evit ma oufent ez on me an AOTROU.


Pa ginnigit ho profoù, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em saotrit gant hoc'h holl idoloù betek hiziv. Hag e vin goulennataet ganeoc'h, ti Israel? Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne vin ket goulennataet ganeoc'h.


penaos o deus graet avoultrerez hag ez eus gwad war o daouarn; ya, graet o deus avoultrerez gant o idoloù, ha zoken lakaet o deus o mibien da dremen dre an tan, ar re o doa ganet din, evit o debriñ.


Ne douot ket en faos dre va anv, rak e tisakrfes anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


Santel e vint evit o Doue ha ne zisakrint ket anv o Doue, rak kinnig a reont d’an AOTROU ar profoù graet dre an tan, boued o Doue; santel e vint.


Komz da Aaron ha d’e vibien evit ma en em virint diouzh traoù santel mibien Israel, ha ma ne zisakrint ket va anv santel en traoù a santelaont din. Me eo an AOTROU.


Ne zisakrot ket va anv santel, met e vin santelaet e-touez mibien Israel. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h,


Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Piv bennak a villigo e Zoue a zougo e bec’hed.


Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.


Met douget hoc'h eus teltenn ho roue, skeudenn hoc'h idoloù, steredenn ho toueoù, hoc'h eus graet evidoc'h.


An AOTROU, hag e kemero plijadur e miliadoù a vaouted, hag e dekmiliadoù a froudoù eoul? Hag e roin va c'hentañ-ganet evit va disentidigezh, ha frouezh va c'horf evit pec'hed va ene?


Met c'hwi a zisakr anezhañ pa lavarit: Taol an AOTROU a zo saotret, hag ar pezh a zeu dioutañ a zo ur boued disprizus.


Douget hoc’h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc’h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac’hanoc’h en tu all da Vabilon.


ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoù a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej.


Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc’h, evel ma’z eo kement-se skrivet.


Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.


N'en em gavo den ez touez a lakaio e vab pe e verc'h da dremen dre an tan, nag a raio divinerezh, nag hudsteredour, nag achantour, na sorserez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos