Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Adlezenn 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 18 Gwirioù an aberzhourien hag al Levited. Traoù euzhus. Ar profed.

1 An aberzhourien, al Levited, hag holl veuriad Levi, n'o devo na lodenn na hêrezh gant Israel; debriñ a raint eus ar profoù graet dre an tan d'an AOTROU hag eus e hêrezh.

2 N'o devo ket hêrezh e-touez o breudeur, an AOTROU eo o hêrezh, evel m'en deus lavaret dezho.

3 Setu amañ gwirioù an aberzhourien digant ar bobl, digant ar re a ginnig un aberzh, pe kole pe oan, roet e vo d'an aberzhour ar skoaz, an div javed, ar c'hof,

4 roet e vo dezhañ ivez frouezh kentañ da winizh, da win ha da eoul, ha touz kentañ da zeñved,

5 rak an AOTROU da Zoue en deus dibabet anezhañ a-douez da holl veuriadoù evit en em zerc'hel da servijañ en anv an AOTROU, eñ hag e vibien, da viken.

6 Pa'z aio ul Leviad eus unan eus da zorojoù, eus al lec'h ma vo o chom en Israel, ha ma teuio, hervez c'hoant e ene, el lec'h en devo dibabet an AOTROU,

7 ha m'en em zalc'ho da servijañ en anv an AOTROU da Zoue, evel e holl vreudeur Levited oc'h en em zerc'hel eno dirak an AOTROU,

8 e resevo evit boued ul lodenn heñvel ouzh hini ar re all, ouzhpenn ar pezh a c'hellfe bezañ gwerzhet eus madoù e dadoù.

9 Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne zeski ket ober traoù heñvel ouzh euzhusted ar pobloù-se.

10 N'en em gavo den ez touez a lakaio e vab pe e verc'h da dremen dre an tan, nag a raio divinerezh, nag hudsteredour, nag achantour, na sorserez,

11 na strobineller, na goulennataer speredoù, na sorser, nag igromañser,

12 rak piv bennak a ra an traoù-se a zo un euzhusted d'an AOTROU, hag abalamour d'an traoù euzhus-se o c'haso kuit an AOTROU da Zoue a-zirazout.

13 Peurvat e vi e-keñver an AOTROU da Zoue.

14 Rak ar broadoù-se, a gasi kuit, a selaou ouzh an hudsteredourien hag ouzh an divinourien; met dit-te, n'out ket aotreet gant an AOTROU da Zoue.

15 An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhañ,

16 hervez kement az poa goulennet digant an AOTROU da Zoue en Horeb da zeiz ar vodadeg, pa lavarjout: Ra ne glevin ken mouezh an AOTROU va Doue ha ra ne welin ken an tan bras-se, gant aon na varvin.

17 An AOTROU a lavaras: Komzet mat o deus.

18 Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoù en e c'henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.

19 Hag e c'hoarvezo penaos piv bennak na selaouo ket va c'homzoù a lavaro em anv, me a c'houlenno kont digantañ.

20 Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.

21 Mar lavarez ez kalon: Penaos ec'h anavezimp ar gomz ha n'eo ket bet lavaret gant an AOTROU?

22 Pa gomzo ur profed en anv an AOTROU, ha na vo ket ar pezh an devo lavaret, na c'hoarvezo ket, kement-se a vo ur gomz n'en devo ket lavaret an AOTROU. Ar profed en devo komzet gant rogoni; na'z po ket aon outañ.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos