Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.
Me a gomz gantañ genoù ouzh genoù en un doare sklaer, neket dre gomzoù kevrinus, skeud an AOTROU a wel. Perak n'hoc'h eus ket bet aon o komz a-enep va servijer, a-enep Moizez?
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.
Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
En em zerc'hel a raen neuze etre an AOTROU ha c'hwi evit kemenn deoc'h komz an AOTROU, aon ho poa bet rak an tan ha ne oac'h ket pignet war ar menez. Lavarout a reas: