Abimelek a c'halvas ivez Abraham hag a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? Hag e petra em eus manket dit, ma ec'h eus lakaet da zont warnon ha war va rouantelezh ur pec'hed ken bras? Graet ec'h eus em c'heñver traoù na dleer ket ober.
en abeg d'ar pec'hedoù en doa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Dre ar profed Jehu mab Hanani, komz an AOTROU a voe disklêriet a-enep Baesha hag a-enep e di, en abeg d'an holl zroug en doa graet dirak daoulagad an AOTROU, o kounnariñ anezhañ dre oberoù e zaouarn hag o tont heñvel ouzh ti Jeroboam, hag ivez dre m'en doa e zistrujet.
Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.
Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,
An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.
Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.
Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.