1 Rouaned 21:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
22 Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.
Kerkent ha ma voe roue hag azezet war e dron, e skoas war holl di Baesha, ha ne lezas dezhañ nag an hini a droazh ouzh ar voger, nag ur c'har, nag ur mignon.
Kerzhout a reas en holl hentoù Jeroboam mab Nebad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner.
Gouezit bremañ na gouezho netra d'an douar eus komz an AOTROU, an hini en deus disklêriet an AOTROU a-enep ti Akab. An AOTROU en deus graet ar pezh en doa lavaret dre e servijer Elia.