23 An AOTROU a gomzas ivez a-enep Jezabel o lavarout: Ar chas a zebro Jezabel e harz moger Jizreel.
War gement-se an neñvoù a deñvalaas gant koumoul, an avel a savas, hag e voe ur glav bras. Neuze Akab a bignas war e garr hag a yeas da Jizreel.
Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,
Ar chas a zebro Jezabel war zouaroù Jizreel, ha ne vo den da sebeliañ anezhi. Hag e tigoras an nor, hag e tec'has.
Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.
Sebeliet e vo e bez un azen, stlejet ha taolet e vo er-maez eus dorojoù Jeruzalem.