Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 21:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont warnout, hag e skubin da warlerc'hidi, me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 21:21
15 Referencias Cruzadas  

En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get.


en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Setu ez an da skubañ Baesha hag e di, hag e lakain da di da zont heñvel ouzh ti Jeroboam mab Nebad.


O vezañ erruet e Samaria, e skoas war gement a vane eus Akab e Samaria, betek o distrujañ holl, hervez ar pezh en doa lavaret an AOTROU da Elia.


An AOTROU a lavaras da Jehu: Dre ma ec'h eus graet ar pezh a zo reizh dirazon, ha ma ec'h eus graet da di Akab kement am boa em c'halon, da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm.


rak an AOTROU a welas e oa c'hwerv-kenañ glac'har Israel, ha ne vane den ken eus ar re a oa hualet nag eus ar re a oa frank, ha ne oa dieuber ebet evit Israel.


Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.


Ra raio Doue da enebourien David hervez an diwezhañ rustoni, ma ne lezan dezhañ un den zoken da vevañ, ac'hann da veure, eus kement en deus.


Met a-dra-sur eo bev an AOTROU Doue Israel, en deus harzet ouzhin d'ober droug dit! Ma ne vijes ket deuet buan a-raok din, ne vije manet da Nabal un den zoken, ac'hann da veure.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos