Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.
Jeremiaz 31:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell. |
Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.
Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.
Sevel a raint o mouezh, hag e laoskint kriadennoù a levenez; eus harzoù ar mor e kanint meurded an AOTROU.
En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!
Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.
Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.
Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!
Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.
It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.
Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.
Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.
Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.
da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d'ar mor,
Hag e roin deoc'h mêsaerien hervez va c'halon, a beuro ac'hanoc'h gant anaoudegezh ha poell.
Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi.
Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioù Efraim ha Galaad.
Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma o dalc'han pell e-touez ar broadoù, petra bennak ma em eus o stlabezet e meur a vro, koulskoude e vin evito ur santual bihan er broioù ma'z int aet enno,
Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar pobloù, hag e tastumin ac'hanoc'h eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.
Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.
David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.
Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.
Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ.
hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.
Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.
En deiz-se, eme an AOTROU, e tastumin ar re gamm, hag e tastumin ar re a zo bet kaset kuit, ar re am eus gwallgaset,
Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.
An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.
Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.
Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.
Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.
An AOTROU o Doue o saveteo en deiz-se evel tropell e bobl, rak evel mein ur gurunenn e vint, o skediñ war e zouar.
Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.
ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.
Pa vefes kaset e penn pellañ an neñvoù, ac'hane e tastumo ac'hanout an AOTROU da Zoue, hag ac'hane e tenno ac'hanout.