Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 2:6
30 Referencias Cruzadas  

Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras: Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet.


O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn, hon tadoù o deus disklêriet deomp an oberenn ac'h eus graet en o amzer, en deizioù a-wechall.


It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.


Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!


Hag an AOTROU a lavaras din: Eus an hanternoz eo e tichadenno an droug war holl dud ar vro.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem.


En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hêrezh d'ho tadoù.


Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma vo adsavet kêr d'an AOTROU, adalek tour Hananeel betek dor ar C'horn.


Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.


Tec'hit eus kreiz Babilon, it er-maez eus bro ar Galdeiz, bezit evel ar bouc'hed a ya dirak an tropell!


It kuit eus he c'hreiz, va fobl, ra saveteo pep hini ac'hanoc'h e vuhez diouzh kounnar entanet an AOTROU.


C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.


Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.


Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma o dalc'han pell e-touez ar broadoù, petra bennak ma em eus o stlabezet e meur a vro, koulskoude e vin evito ur santual bihan er broioù ma'z int aet enno,


An holl dec'hidi eus e holl armeoù a gouezho dre ar c'hleze, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet.


Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.


Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.


Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neñvoù. Ne vo ket roet d'e lignez, nag hervez e c'halloud m'en devo renet gantañ, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoù all e-lec'h d'ar re-se.


Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.


En em savete, Sion, te hag a zo o chom e ti merc'h Babilon!


Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.


Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pellañ an douar betek pennoù pellañ an neñv.


An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.


Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c’hreiz, va fobl, gant aon n’ho pefe lod en he fec’hedoù ha n’ho pefe ivez lod en he goulioù,


Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos