Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez' eo evel stêrioù, stêrioù-meur ledan, e-lec'h ne yelo ket ar bigi dre roeñvoù, e-lec'h ne dremeno ket al listri bras.
War holl dachennad Menez Sion, ha war e vodadegoù, e krouo an AOTROU ur goabrenn hag ur vogedenn e-pad an deiz, ha sked un tan flammus e-pad an noz, rak ar c'hloar a warezo an holl.
Setu perak, mab an den, e profedi hag e lavari da C'hog: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'an deiz-se, pa vo Israel va fobl o chom e surentez, ha ne ouezi ket?
Hag e vuzulias pevar tu ar voger-dro, pemp kant gwalenn a hirder ha pemp kant gwalenn a ledander. Hag e servije da zisrannañ al lec'h santel diouzh al lec'h disakr.
Pa'z eas an den war-raok war-zu ar sav-heol, e talc'he en e zorn ur gordenn, hag e vuzulias mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daouufern.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.
Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.
Hag e kampin en-dro da'm zi en abeg d'an arme hag en abeg d'ar re a zo o vont hag o tont. Ar gwasker ne dremeno ken warno, rak bremañ e sellan outi gant va daoulagad.