Zakaria 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
Setu perak ar Yuzevien diwar ar maez, a zo o chom e kêrioù n'int ket serret gant mogerioù, a ra gant ar pevarzekvet deiz a viz Adar un devezh levenez ha fest, un deiz gouel, ma kaser profoù an eil d'egile.
Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c'hordennoù.
me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,
A-nevez e lavaro dit ouzh da zivskouarn ar vibien az po, goude bezañ kollet ar re all: N'eus ket frankiz a-walc'h evidon, gra lec'h din evit ma c'hellin en em ziazezañ eno.
Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,
paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoù, gouest d'en em zerc'hel e palez ar roue, evit bezañ desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.
Kri c'hoazh o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Va c'hêrioù a vo c'hoazh leun a vadoù, hag an AOTROU a frealzo c'hoazh Sion, hag a zibabo c'hoazh Jeruzalem.
En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.
Ha setu amañ ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant an holl bobloù o devo brezelet a-enep Jeruzalem: Lakaat a raio o c'hig da vreinañ e-pad ma vint en o sav war o zreid, o daoulagad a vreino en o zoulloù, hag o zeod a vreino en o genoù.
Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.