3 Ha setu ez eas er-maez an ael a gomze ouzhin, hag un ael all a yeas er-maez d'e gavout,
Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.
hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
Goude-se an ael a gomze ouzhin a zistroas davedon hag am dihunas, evel un den a zo dihunet eus e gousked,
An ael a gomze ouzhin a respontas o lavarout din: Ha n'ouzout ket petra eo an traoù-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.
An ael a gomze ouzhin a zeuas er-maez hag a lavaras din: Sav da zaoulagad, ha sell ouzh ar pezh a zo aze.