Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioù Efraim ha Galaad.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:19
36 Referencias Cruzadas  

Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.


Distro diouzhin da zaoulagad, rak va zrelatañ a reont. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioù Galaad.


An douar a zo e kañv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C'harmel a zo brañsellet.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.


En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hêrezh d'ho tadoù.


Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.


Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.


Hag e roin e walc'h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoù, eme an AOTROU.


Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.


Rak un deiz a vo ma krio ar warded war venez Efraim: Savit ha pignomp da Sion etrezek an AOTROU hon Doue!


Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.


Ha te, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac'hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.


Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disoñjet o c'hraou.


ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, bodañ a rin ac'hanoc'h eus ar broioù e-lec'h ma hoc'h bet stlabezet, hag e roin deoc'h douar Israel.


Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, hag ho tastumin eus an holl vroioù, hag e tegasin ac'hanoc'h en ho pro.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz m'ho klanain eus hoc'h holl zireizhder, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet.


A-benn kalz a zeizioù e vi galvet, er bloavezhioù diwezhañ e teui d'ar vro dieubet eus ar c'hleze ha dastumet a-douez meur a bobl, war venezioù Israel, a vo bet gwastet pell. Neuze, distroet holl a-douez ar pobloù, e vint o chom eno e surentez.


Ouzh tu ar sav-heol: Adalek etre Havran, Damask, Galaad ha bro Israel, ar Jordan. Muzuliañ a reot adalek harz an hanternoz betek Mor ar Sav-heol. Setu kostez ar sav-heol.


Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


Me o degaso eus bro Ejipt, me o dastumo eus Asiria, hag o lakain da zont da vro Galaad ha d'al Liban, ha ne vo ket lec'h a-walc'h evito.


Mibien Ruben ha mibien Gad o doa un niver dreistkont a dropelloù, hag e weljont e oa bro Jaezer ha bro C'halaad ul lec'h dereat evit al loened.


ar vro-se bet skoet gant an AOTROU dirak bodadenn Israel, a zo ur vro evit al loened, ha da servijerien o deus loened.


Jozue a lavaras: Mard out ur bobl niverus, pign d'ar goadeg, ha troc'h anezhi d'ober lec'h evidout e bro ar Ferezianed hag ar Refaim, pa'z eo re enk dit menez Efraim.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos