Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ roue Babilon hag e vro, evel ma em eus kastizet roue Asiria.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:18
11 Referencias Cruzadas  

Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.


Da vêsaerien a gousk, roue Asiria! Da dud kadarn a ziskuizh, da bobl a zo stlabezet war ar menezioù, ha n'eus den evit o dastum.


An holl re a welo ac'hanout a dec'ho pell diouzhit, hag a lavaro: Ninive a zo distrujet! Piv en devo truez outi? Pelec'h e klaskin frealzerien dit?


Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Mar lemman luc'hedenn va c'hleze, ha mar krog va dorn er varnedigezh, e tennin veñjañs eus va enebourien, hag e kastizin ar re a gasa ac'hanon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos