Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:27
26 Referencias Cruzadas  

Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.


Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.


Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Met eñ a respontas: Me a lavar deoc’h e gwirionez, n’anavezan ket ac’hanoc’h.


Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne’m eus hoc’h anavezet, en em dennit diouzhin, c’hwi hag en em ro d’an direizhder.


Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.


O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.


Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.


Hag e lavaras d’an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac’hanon.


Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini.


Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.


Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n’o deus ket o selaouet.


Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.


Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c’hellit ket selaou va ger.


ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl.


Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.


met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


Setu perak, evel ma lavar ar Spered-Santel: Hiziv, mar klevit e vouezh,


Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos