Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 10:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n’o lamo eus va dorn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 10:28
60 Referencias Cruzadas  

Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.


Va zennañ a ri eus ar pech o deus stegnet din, rak te eo va repu.


Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.


rak an den reizh a gouezho seizh gwech hag a vo adsavet, met ar re zrouk a vo taolet er gwalleur.


met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.


Me eo an AOTROU, an hini he diwall; me he douro e pep amzer, me he miro noz-deiz, gant aon na vefe graet droug dezhi.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.


A-bell en deus an AOTROU en em ziskouezet din, o lavarout: Da garet em eus a garantez peurbadus, setu perak em eus hiraet va madelezh ez keñver.


Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.


Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.


Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.


Va Zad en deus o roet din, ha brasoc’h eo eget an holl. Den ne c’hell o lemel eus dorn va Zad.


Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.


C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


Kement-mañ evit ma vije peurc’hraet ar gomz en doa lavaret: Ne’m eus kollet hini ebet eus ar re ac’h eus roet din.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.


Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac’h eus gerioù ar vuhez peurbadus,


Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!


Rak mar dre bec’hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc’h ar re a resev ar fonnder eus ar c’hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist.


eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.


hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.


O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc’h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar.


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Ya, karout a ra ar pobloù, e holl sent a zo ez torn. En em zalc'het int ouzh da dreid, resevet o deus da gomzoù.


Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.


Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.


Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d’ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus.


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet hag e roomp testeni anezhi, hag e prezegomp deoc’h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp,


Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab.


Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:


en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deñvalijenn, rak an den ne greñvaio ket gant e nerzh e-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos