Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 10:8
25 Referencias Cruzadas  

Juda hag Israel a oa niverus evel an traezh a zo war aod ar mor, ken niverus e oant. Debriñ, evañ ha laouenaat a raent.


Mibien Israel a voe frouezhus hag a greskas. Dont a rejont da vezañ niverusoc'h-niverusañ ha galloudusoc'h-galloudusañ, hag ar vro a voe leun ganto.


Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec'hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.


It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.


Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoù pell, c'hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoù an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.


Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.


En deiz-se e c'hwitello an AOTROU da c'hervel ar c'helien a zo e penn stêrioù an Ejipt, hag ar gwenan a zo e bro Asiria,


hag e teuint hag an holl en em lakaint e traoniennoù distro, e skalfoù ar reier, war an holl vodoù-drein, war an holl beurvanoù.


Evel na c'heller ket niveriñ arme an neñvoù, na muzuliañ traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac'hanon.


Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!


Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.


Hag evidout, dre nerzh gwad da emglev, e tennin da brizonidi eus ar foz e-lec'h n'eus ket a zour.


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos