Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 O stlabezet em eus e-touez ar pobloù, met er broioù pell o devo soñj ac'hanon, hag e vevint gant o mibien, hag e tistroint.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 10:9
24 Referencias Cruzadas  

ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.


E pep proviñs hag e pep kêr, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.


O Jakob, o Israel, az pez soñj a gement-mañ! Rak va servijer ez out. Da stummet em eus evit bezañ va servijer, o Israel! Ne vi ket ankounac’haet ganin.


Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.


Ne labourint ken en aner, ne c'hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.


Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hêr da'm menezioù, ha va re zibabet a berc'henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.


C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!


Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.


Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloù niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoù glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den.


Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.


Evel-se, ar re a oa bet stlabezet a yae a lec’h da lec’h en ur embann an Aviel, ar Ger.


Rak mar d-out bet troc’het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos