Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti roue Juda: Bez' ez out evidon evel Galaad, evel lein al Liban, met a-dra-sur e rin ac'hanout ur gouelec'h, kêrioù didud.
Hag an harluidi-se, arme mibien Israel, a berc'henno ar pezh a zo d'ar Gananeiz betek Sarepta, hag an harluidi eus Jeruzalem a zo e Sefarad a berc'henno kêrioù ar c'hreisteiz.
Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.