Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 10:11
25 Referencias Cruzadas  

Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.


Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emañ an AOTROU Doue Elia? Eñ ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag Elizea a dremenas.


Neuze Elia a gemeras e vantell hag a rollas anezhi, hag e skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag e tremenjont o-daou war ar sec'h.


Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.


Ar mor en gwelas hag a dec'has, ar Jordan a zistroas a-dreñv,


Petra az poa, o mor, evit tec'hout? Ha te, Jordan, evit distreiñ a-dreñv?


Breviñ an Asiria em douar, hag he mac'hañ war va menezioù. He yev a vo lamet kuit a-ziwarno, hag he bec'h a vo tennet a-ziwar o divskoaz.


En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.


Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.


me a lavar d'an donder: Disec'het e vi, da stêrioù a gasin da hesk,


Ha n'eo ket te a zisec'has ar mor, doureier an islonk bras, a reas eus donderioù ar mor un hent, evit lakaat an dasprenidi da dremen?


Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab, hag a c'hloazas an aerouant?


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.


Astenn a raio e zorn war-zu an hanternoz hag e tistrujo Asiria, ober a raio eus Niniv ur glac'har, ul lec'h sec'h evel ur gouelec'h.


Ar c’hwec’hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec’has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos