Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 O nerzhañ a rin en AOTROU, hag e kerzhint en e anv, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 10:12
18 Referencias Cruzadas  

Respont a reas din: An AOTROU a gerzhan dirazañ, a gaso e ael ganit hag a lakaio ac'hanout d'ober tro vat, hag e kemeri ur wreg evit va mab, eus va c'herentiezh, eus ti va zad.


Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ.


O tiegezh eus Jakob, deuit ha kerzhit e sklêrijenn an AOTROU!


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.


Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.


Pa gerzh an holl bobloù pep hini en anv e zoue, ni a gerzho en anv an AOTROU hon Doue dalc'hmat ha da viken.


Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.


Ha pennoù Juda a lavaro en o c'halon: Tud Jeruzalem a zo hon nerzh dre AOTROU an armeoù, o Doue.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac’hanon.


Evel-se eta, pa hoc’h eus degemeret an Aotrou Jezuz-Krist, kerzhit ennañ,


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.


A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc’h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc’h-muiañ.


Te eta va mab, en em greñva er c’hras a zo e Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos