Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Liban, digor da zorioù, ha ra zevo an tan da sedrez!

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 11:1
14 Referencias Cruzadas  

Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ!


Setu, Asiria a zo bet evel ur sedrezenn eus al Liban, gant skourroù kaer ha delioù stank o reiñ disheol; bez' e oa uhel a vent, he beg o sevel e-kreiz skoultrigoù fetis.


Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Pignit d'ar menez, degasit koad, ha savit an ti-mañ; kemer a rin plijadur e kement-se, hag e tennin gloar dioutañ, eme an AOTROU.


Me o degaso eus bro Ejipt, me o dastumo eus Asiria, hag o lakain da zont da vro Galaad ha d'al Liban, ha ne vo ket lec'h a-walc'h evito.


Siprez, huanadit! Rak kouezhet eo ar sedrezenn, ar re gaerañ a zo drastet. Dervennoù Basan, huanadit! Rak diskaret eo ar goadeg difaezhus.


En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.


rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos