An aon hag ar spont a gouezho warno. Dre vraster da vrec'h e teuint mut evel ur maen, betek ma vo tremenet da bobl, o AOTROU , betek ma vo tremenet ar bobl ac'h eus prenet.
Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.
It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreñv ar re a zo dalc'het gantañ, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien.
Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mibien Israel ha mibien Juda a zo bet gwasket a-gevret. An holl re o deus harluet anezho o dalc'h, ne fell ket dezho o lezel da vont.
Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.
Pe, penaos e c’hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di.