Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:10
43 Referencias Cruzadas  

Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.


An AOTROU eo a sav Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel,


Salm David. Va mêsaer eo an AOTROU, ne vanko netra din.


Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.


En em stag da anavezout doareoù da zeñved, ha laka evezh ouzh da dropelloù,


Sevel a raint o mouezh, hag e laoskint kriadennoù a levenez; eus harzoù ar mor e kanint meurded an AOTROU.


En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!


Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.


Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!


Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.


It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.


Da zilezet em eus evit ur predig, met ez tegemerin gant trugarezioù bras.


Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.


Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.


Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.


da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d'ar mor,


Hag e roin deoc'h mêsaerien hervez va c'halon, a beuro ac'hanoc'h gant anaoudegezh ha poell.


Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi.


Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioù Efraim ha Galaad.


Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma o dalc'han pell e-touez ar broadoù, petra bennak ma em eus o stlabezet e meur a vro, koulskoude e vin evito ur santual bihan er broioù ma'z int aet enno,


Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar pobloù, hag e tastumin ac'hanoc'h eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.


Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.


David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.


Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.


Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.


Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ.


hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.


Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.


En deiz-se, eme an AOTROU, e tastumin ar re gamm, hag e tastumin ar re a zo bet kaset kuit, ar re am eus gwallgaset,


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.


Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


An AOTROU o Doue o saveteo en deiz-se evel tropell e bobl, rak evel mein ur gurunenn e vint, o skediñ war e zouar.


Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.


Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.


ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.


Pa vefes kaset e penn pellañ an neñvoù, ac'hane e tastumo ac'hanout an AOTROU da Zoue, hag ac'hane e tenno ac'hanout.


Me a lavarfe: O stlabezañ a rin, hag e tiverkin o eñvor a-douez an dud!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos