Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 2:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 2:11
36 Referencias Cruzadas  

Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.


O AOTROU, holl rouaned an douar az meulo, pa o devo klevet gerioù da c'henoù!


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


An holl vroadoù ac'h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,


An holl idoloù a dec'ho kuit.


En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.


Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoù an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennañ, inizi hag o zud!


Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.


Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloù a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c'hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm.


Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù.


Lavaret en deus AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ pobl No, Faraon, an Ejipt, he doueoù, he rouaned, Faraon hag ar re a fizi ennañ.


Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ.


Hag e lamin diouzh he genoù anvioù ar Baaloù, ha ne vo ken graet anv anezho.


Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?


Astenn a rin va dorn war Juda ha war holl dud Jeruzalem, hag e lamin eus al lec'h-se ar pezh a chom eus Baal, hag anv e servijerien hag e aberzhourien,


Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.


En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Dont a raio c'hoazh pobloù ha tud eus kalz a gêrioù.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.


a zebre lard o aberzhoù, hag a eve gwin o evadkinnigoù? Ra savo! Ra o sikouro! Ra vo warno o gwarez!


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos