Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Kement-se a c'hoarvezo dezho en abeg d'o lorc'hentez, dre m'o deus dismegañset ha goapaet pobl AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 2:10
18 Referencias Cruzadas  

ne lezas den d'o gwaskañ, hag e kastizas rouaned abalamour dezho,


Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.


Mar en em savez c'hoazh a-enep va fobl evit e herzel da vont kuit,


Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-kenañ eo, e ourgouilh, e lorc'h, e rogentez, hag e gomzoù goullo.


Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hêrezh am eus roet da'm fobl Israel: Setu ez an d'o diframmañ eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c'hreiz.


Penaos e lavarit: Ni a zo tud galloudek ha kadarn em emgann?


Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-tre eo, e rogentez, e lorc'h, e ourgouilh, e galon c'hwezet.


He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus stlaket da zaouarn ha skoet da zreid, ha laouenaet faeüs en da ene diwar-benn bro Israel,


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


En deiz m'en em zalc'hes a-dal dezhañ, en deiz ma oa diavaezidi o kas e arme evel kemeridi, en deiz ma'z ae estrañjourien dre e zorojoù, en deiz ma taolent ar sord war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.


Lorc'h da galon en deus da douellet, te hag a chom e faoutoù ar reier, en ur chomlec'h uhel, hag a lavar ez kalon: Piv am zaolo d'an douar?


Klevet em eus dismegañsoù Moab ha kunujennoù mibien Ammon, p'o deus dismegañset va fobl hag en em savet gant rogentez a-enep he harzoù.


En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos