Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 En deiz-se, eme an AOTROU, e tastumin ar re gamm, hag e tastumin ar re a zo bet kaset kuit, ar re am eus gwallgaset,

Ver Capítulo Copiar




Mika 4:6
16 Referencias Cruzadas  

An AOTROU eo a sav Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel,


Rak lavaret em eus: Ra ne laouenaint ket diwar va fenn! Pa ramp va zroad, e savont em enep.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.


En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hêrezh d'ho tadoù.


Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.


Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, hag ho tastumin eus an holl vroioù, hag e tegasin ac'hanoc'h en ho pro.


Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.


Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.


Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.


Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos