Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.
Jeremiaz 14:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont. |
Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.
Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh.
An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.
Ne'm eus ket kaset ar brofeded-se, hag o deus redet; ne'm eus ket komzet outo, hag o deus profedet.
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
Rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, eus ar profed d'an aberzhour, holl e reont gant touell.
N'it ket d'ar parkeier ha na gerzhit ket war an hentoù, rak kleze an enebour hag ar spont a zo e pep lec'h tro-dro.
Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.
Sell AOTROU! Me 'zo en estrenvan, va c'hreizon a verv. Va c'halon a zo trubuilhet ennon, rak gwall zisent on bet. En diavaez ar c'hleze en deus graet e zistrujoù, en diabarzh ez eus ar marv.
Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.
Ar re a zo lazhet dre ar c'hleze a zo eürusoc'h eget ar re lazhet gant an naonegezh, hag a zo drastet tamm-ha-tamm, skuizhet dre ziouer a frouezh er parkeier.
Ar c'hleze en diavaez, ar vosenn hag an naonegezh en diabarzh! An hini a vo er parkeier a varvo dre ar c'hleze, an hini a vo e kêr a vo debret gant an naonegezh hag ar vosenn.
Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.
Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.