Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 23:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Ne'm eus ket kaset ar brofeded-se, hag o deus redet; ne'm eus ket komzet outo, hag o deus profedet.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 23:21
12 Referencias Cruzadas  

Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me!


Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.


Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.


Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon! Rak e profedont gevier deoc'h.


Ne'm eus ket kaset anezho, eme an AOTROU, hag e profedont e gaou em anv, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot, c'hwi hag ar brofeded a ro profediezhoù deoc'h.


Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.


Kas da lavarout ar gerioù-se d'an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc'h, ha ne'm eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou,


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.


Rak e profedont gevier em anv, ne'm eus ket kaset anezho, eme an AOTROU.


Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.


Int eta, kaset gant ar Spered-Santel, a ziskennas e Seleusia, hag ac’hane ez ejont dre vor da Giprenez.


Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc’h, ar re a gemenn keleier mat!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos