mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,
Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.
evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.
Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.
En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.
Savit ur banniel a-enep mogerioù Babilon, kreñvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioù! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.