Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 23:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 23:19
19 Referencias Cruzadas  

Ra vint evel ar velc'hwedenn a ya kuit hag a deuz, hep gwelout an heol, evel kollad ur wreg.


pa zeuio ho spont evel un distruj hag ho reuz evel ur barr-avel, pa zeuio warnoc'h an estrenvan hag an enkrez.


Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.


Diougan diwar-benn gouelec'h ar mor. Pa dremen arnev ar c'hreisteiz, e teu eus ar gouelec'h, eus ur vro spontus.


A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.


An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoù, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d'ar c'hleze, eme an AOTROU.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu e tremen an droug a vroad da vroad, hag ur gorventenn vras a savo eus pennoù an douar.


Setu, emañ o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollañ, da gouezhañ war benn ar re zrouk.


Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.


En amzer-se e vo lavaret d'ar bobl-mañ ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c'hwezh eus lec'hioù uhel ar gouelec'h war hent merc'h va fobl, met n'eo ket evit gwentañ nag evit naetaat.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan da sevel un avel a zistruj a-enep Babilon hag a-enep an holl dud a zo o chom e kalon va enebourien.


Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Em fulor e lakain da darzhañ ur gorventenn, hag em c'hounnar e vo ur glav bras ha grizilhennoù aet en egar, evit distrujañ holl.


Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc'hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.


O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoù n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezañ ur glac'har.


An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos