Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 23:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Piv a zo bet e kuzul an AOTROU? Piv en deus merzet ha klevet e gomz? Piv en deus selaouet ouzh e gomz hag he c'hlevet?

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 23:18
11 Referencias Cruzadas  

Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?


Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?


Hag e vefe kelennet ar skiant da Zoue, eñ hag a varn ar re uhelañ?


Bez evezhiek, Job, selaou ouzhin, tav hag e komzin.


Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.


Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoù da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.


Rak an Aotrou AOTROU ne ra netra hep disklêriañ e sekred d'e servijerien ar brofeded.


N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.


Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou evit gallout e gelenn? Hogen ni hon eus soñj Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos