Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ar re a zo lazhet dre ar c'hleze a zo eürusoc'h eget ar re lazhet gant an naonegezh, hag a zo drastet tamm-ha-tamm, skuizhet dre ziouer a frouezh er parkeier.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 4:9
10 Referencias Cruzadas  

D'an navet deiz eus ar pevare miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.


Mibien Israel a lavaras: Perak n'omp ket bet marvet dre zorn an AOTROU e bro Ejipt, pa oamp azezet e-kichen podadoù kig, pa zebremp bara hor gwalc'h? Rak hon degaset hoc'h eus er gouelec'h-mañ evit lakaat da vervel an holl vodadenn-mañ gant an naon.


Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.


Mervel a raint dre varv ar c'hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.


ho tulbanoù a vo war ho pennoù, ho potoù ouzh ho treid, ne zougot ket kañv, ne ouelot ket, met skoet e viot a langis en abeg d'ho tireizhder, hag e huanadot an eil gant egile.


Te, mab an den, lavar da di Israel: Komzet hoc'h eus evel-henn o lavarout: Pa'z emañ hon disentidigezh hag hor pec'hedoù warnomp, ha ma tinerzhomp en abeg dezho, penaos e c'hellimp bevañ?


Hag e lavaras din: Mab an den, setu, ez an da derriñ bazh ar bara e Jeruzalem. Debriñ a raint bara dre bouez hag er glac'har, evañ a raint dour dre vuzul hag er spouron,


Ar c'hleze en diavaez, ar vosenn hag an naonegezh en diabarzh! An hini a vo er parkeier a varvo dre ar c'hleze, an hini a vo e kêr a vo debret gant an naonegezh hag ar vosenn.


Ar re ac’hanoc’h a chomo bev a zizerio en abeg d’o direizhder e broioù o enebourien, hag e tizeriint ivez en abeg da zireizhder o zadoù.


a zebro frouezh da loened ha frouezh da zouar, betek ma vi distrujet. Ne lezo dit na gwinizh, na gwin, nag eoul, na klodadoù da saout ha da zeñved, betek ma vi distrujet,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos