Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 22:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 22:2
16 Referencias Cruzadas  

Ar re n'o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.


Hag eo honnezh ho kêr laouen, an hini a sav d'an amzer gozh? He zreid he doug da vont da chom en ur vro pell.


War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gêr laouen.


Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gêr-mañ, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec'h enep.


Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.


Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.


Evel-henn e komz an AOTROU: An hini a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, an hini a yelo etrezek ar Galdeiz a vevo; e ene en devo evel preizh, hag e vevo.


D'ar pevare miz, d'an navet eus ar miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Sell, AOTROU, gwel da biv ec'h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?


Ar re a zo tost hag ar re a zo pell a raio goap ac'hanout, te hag a zo saotret da vrud hag a zo leun a ziroll.


Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos