Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 4:6
31 Referencias Cruzadas  

Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria.


Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.


Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz.


Hag en amzer e estrenvan, e kendalc'has da bec'hiñ a-enep an AOTROU, eñ ar roue Akaz.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da lemel eus Jeruzalem hag eus Juda pep sikour ha pep skoazell, pep sikour a vara, pep sikour a zour,


Ar bobl ne zistro ket d'an hini a sko ganti, ne glask ket AOTROU an armeoù.


An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.


Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,


Ha setu, astennet em eus va dorn a-enep dit, bihanaet em eus al lodenn merket dit, da zilezet em eus da youl ar re a gasa ac'hanout, merc'hed ar Filistined o deus mezh eus da hent fall.


Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Ar boued, ha n'eo ket lamet kuit a-zindan hon daoulagad, hag ar joa hag al levenez eus ti hon Doue?


Ma ne zifaziit ket ha ma kerzhit c’hoazh a-enep din,


Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.


Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Kas a ri kalz a had d'ar parkeier met dastum a ri nebeud diouto, rak debret e vo gant ar c'hilheien-raden.


Roet em eus amzer dezhi evit m’he defe keuz eus he gadaliezh, met n’eo ket fellet dezhi kaout keuz.


C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioù Moab, gant e wreg hag e zaou vab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos