Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.
Filipiz 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc’h an hevelep traoù, hag evidoc’h kement-se eo ho surentez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) A‐hend‐all, va breudeur, en em rejouissit en Aotrou. Ne skuizan ket, evidoun‐me, o scriva deoc’h ar memeus traou, hag evidoc’h‐hu, kement‐se eo hoc’h assurans. |
Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.
Debriñ hag evañ a rejont en deiz-se dirak an AOTROU gant ul levenez vras. Hag ec'h embannjont roue evit an eil gwech Salomon mab David. E oleviñ a rejont dirak an AOTROU evel rener, ha Zadok evel aberzhour.
Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
C'hwi tud reizh, laouenait en AOTROU ha tridit! Kanit gant levenez, c'hwi holl ar re eeun a galon!
Va daeroù a zo deuet da vara din deiz ha noz, e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec'h emañ da Zoue?
Barn anezho, o Doue! Ra gouezhint en o c'hoantoù; diskar anezho en abeg da vraster o disentidigezh, rak en em savet int a-enep dit.
O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.
Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.
Kan a levenez, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a eürusted, Israel! Bez laouen ha laouena da galon, merc'h Jeruzalem!
An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.
Efraim a vo evel un den kadarn; o c'halon a vo laouen evel dre ar gwin. O mibien en gwelo hag a laouenaio, o c'halon a sartaio en AOTROU.
en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc’h.
N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.
A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.
Debriñ a ri anezho dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue eus an holl draoù en devo resevet da zaouarn.
Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc’h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc’h-muiañ.
Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc’h,
A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.
Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,
Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.