Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc’hidi.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Likit evez ouz ar chass; likit evez ouz an droug‐oberourien; likit evez ouz ar fals circoncision.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 3:2
31 Referencias Cruzadas  

Tud drouk, pellait diouzhin, ha me a viro gourc'hemennoù va Doue.


Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.


Te eta, AOTROU, na chom ket pell diouzhin! Te, va nerzh, hast va sikour!


Evel ma tistro ar c'hi d'ar pezh en deus distaolet, evel-se e tistro ar sod d'e sotoni.


Neuze meur a hini a gouezho, en em drubardo hag en em gasaio an eil egile.


Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.


Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.


Rak n’eo ket Yuzev an neb n’eo nemet en diavaez, ha n’eo ket an amdroc’h an hini a zo graet en diavaez er c’hig,


Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel Krist.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec’h distrujet an eil gant egile.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,


o virout ar feiz hag ur goustiañs vat; hiniennoù o vezañ kollet anezhi, o deus graet peñse e-keñver ar feiz.


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


Met c’hoarvezet eo ganto hervez ur c’hrennlavar gwir: Ar c’hi a zo distroet d’ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc’het.


Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.


Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos